Letras Web

An Hani a Garan

Alan Stivell

20 acessos

An hani a garan, gwechall bihan er gêr
Pa oamp tostik an eil, an eil ouzh egile..
Ma ch'alon ne gare, ne gare nemet unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

An hani a garan, gwezharall ma ch'are,
Kanañ a rae pa ganen, pa ouelen e ouele,
Hon div galon ne raent, ne raent nemed unan,
Pa oan bihan er gêr an hini a garan.

An hani a garan, bremañ, he deus ma laosket
Aet eo da broioù pell, d'ur vro n'anavezan ket
Aet eo d'ar broioù pell, da c'hounit he bara
Kollet, kollet eo din an hini a garan.

D'an hani a garan, ne ran nemet hirvoudiñ
Penaos, ken pell diouti, e ch'ellin-me beviñ ?
Met petra a lavaran-me ? turlebaniñ a ran
Dre hir soñjal atav en hini a garan.

D'an hani a garan, mar kollan-me ma fenn,
Evnedigoù ar c'hoad, kanit c'hwi ho kanenn
Evned, kanit er c'hoad kanit kenti-kentañ

D'an hani a garan, ne ran nemet huanadiñ
Huanadiñ noz ha deiz, deiz ha noz hirvoudiñ
Rak-se em eus savet ha rak-se e kanan
Kanennig ma c'halon d'an hini a garan.

Top Letras de Alan Stivell

  1. Gwriziad Difennet (Forbidden Roots)
  2. Da Ewan
  3. Ar Chas Donv'yelo Da Ouez (Les Chiens Redeviendront Sauvages)
  4. E-tal Ar Groaz
  5. An Eur-se Zo Ken Tost D'ar Peubrad (Cette Heure Si Près De L'éternel)
  6. Stok Ouzh An Enez (En Vue De L'île)
  7. Beg Ar Van (La Pointe Du Van)
  8. La Mémoire De L'humain
  9. They
  10. An Hani a Garan